
D'ar Sul 12 a viz Ebrel eo miret santual Santez Anna Wened d'ar Vrezhonegerien. Leun a draoù zo kinniget.
Perc'hinded ar Vrezhonegerion a vo lidet disul é KêrAnna da geñver Sul an Drugarez.
A-hed an devezh e vo al lidoù e yezh ar vro : oferenn, sonadeg, chapeled, gousperoù hag azeulerezh. UnTad a vro Leon, a Blouvorn, a zay da bennlidiñ en e vrezhoneg dezhañ aes da gompren.
Krogiñ a ra an devezh e toull dor ar Scala Sancta da 11h, da heul, bennigadenn an dour e-tal ar feutan ha lid-kerzh betak ar Penniliz.
Goude an Oferenn e liorzh Keriolet e c'hello an dud piknikañ asambles.
Ken disul !
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !