Un tweet bet kaset n'eus ket keit-se !
Un tweet bet kaset n'eus ket keit-se ! Domaine public

Emglev An Tiegezhioù a c'halv da vanifestiñ e brezhoneg e Pariz evit ar beder sulvezh manifestadegoù a vo eno a-enep ar gouarnamant. D’ar meurzh 14 a viz Genver, pemp devezh a-raok

Emglev An Tiegezhioù a c\'halv da vanifestiñ e brezhoneg e Pariz evit ar beder sulvezh manifestadegoù a vo eno a-enep ar gouarnamant.

D\'ar meurzh 14 a viz Genver, pemp devezh a-raok ar vanifestadeg a-enep lazhadeg ar babigoù (220.000 bep bloaz e Frañs), en doa diskleriet F. Hollande emañ evit mont pelloc\'h c\'hoazh war hent “Kevredigezh an Ankou” (frankizaat c\'hoazh an diforc\'hañ bugale, mirout ouzh difennerion ar vuhez da enebiñ dre ul lezenn arbennik, a-du eo gant an helazherezh, lemel a ra an 30 miliard digant an arc\'hoproù-tiegezh, ha kement \'zo ! Bep sizhun ez a larkoc\'h ar gouarnamant war hent distruj ensavadur an Tiegezh ha lezennoù enep natur a bep seurt…

E 2013 e oa bet pezhioù manifestadegoù a-enep lezenn Taubira da zinaturelaat c\'hoazh an euredoù sivil o reiñ ar gwir-se d\'ar pared heñvel o rev.

E 2014 ez eus peder diskeladeg vras a zo rakwelet, hag a c\'hoarvezo an eil warlerc\'h eben d\'ar sul :

  • d\'an 19 a viz Genver : A-du gant ar vuhez, a-enep an difroc\'hañ-bugale. Ur bern broioù a zistro er mare-mañ war an touell se eus \'68 : Spagn, ar Rouantelezh Unanet, Sveden, Alamagn, Lituania, Rusia, hag all hag all…
  • d\'ar 26 a viz Genver : “Deiz ar Gounnar“, a-enep ar gouarnamant, hag a vodo koulz katoliked ha Bonedoù-ruz, koulz micherourion, patroned bihan artisaned ha kement \'zo : Civitas, Dieudonné, hag all, hag all…
  • d\'an eil a viz C\'hwevrer : Ar Manif \'vit an Holl a c\'houlenno adarre ma vo dilammet lezenn dinatur Taubira ;
  • d\'an dek ez eo an AGRIF, a-enep ar spered angristen a lusk ar gouarnamant. A-enep an tiegezhioù da gentañ penn….

Diouzh Landerne e vo izili eus EAT o loc\'hañ d\'an eil a viz Genver . Plasoù a chom c\'hoazh : 0676562819. mailto:eat@orange.fr http://emglev.wordpress.com