Ar skol gwechall / L'école d'autrefois - 13 Munud e Breizh

Réalisation : Brezhoweb – 1271 vues

N'eo ket bet dalc'het skipailh Brezhoweb er c'hlas peogwir e oa difennet komz brezhoneg...

"Gwelloc'h e oa gwechall"... Setu ur frazenn 'vez klavet lies gant tud 'zo, dreist-holl diwar-benn ar skol. Met penaos e oa ar skol a-raok ?

'Ba 'n 13 munud nevez, eo bet Dewi d'ober un tamm tro kostez mirdi Skol Botoha.

Arabat respont a-dreuz da c'houlennoù Dewi !Arabat respont a-dreuz da c'houlennoù Dewi ! © CC-BY-SA

 Ar mirdi-se 'zo staliet e Sant-Nikolaz-ar-Pelem hag e vez lakaet an dud d'ober anaoudegezh gant ur skol mod kozh. Lakaet 'vezont da zizoleiñ ar skol dre ur welladenn heñchet ha da gemer perzh 'ba ur c'hlasad evel ma oa er bloavezhioù 1930.

Mont d’ar skol war droad, dre hentoù-treuz, splujañ ‘barzh un aergelc’h gant reolennoù strizh, heuliañ ar gentel "morale" evit krogiñ gant an devezh, ha skriviñ gant ur bluenn... Setu petra 'vez kavet 'ba du-hont, etre traoù all.

Aterset en deus Dewi heñchour ar mirdi evel-just, met ivez ur paotr kozh 'zo bet er skol er bloavezhioù 60, bugale a-vremañ hag ur skolaerez a-vremañ evit kaout o soñjoù ha lakaat kemm etre ar skol mod kozh hag ar skol mod nevez. 

Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg, da adkavout war lec'hienn Brezhoweb o klikañ amañ !