A-raok stagañ gant al lenn e ranker dibab petra lenn. N’eus netra gwelloc’h eget kaout fiziañs en ur mignon/ ur vignonez a lavar deoc’h « Lennit se. Sur ne vezoc’h ket dipitet ».

A-raok stagañ gant al lenn e ranker dibab petra lenn. N’eus netra gwelloc’h eget kaout fiziañs en ur mignon/ ur vignonez a lavar deoc’h « Lennit se. Sur ne vezoc’h ket dipitet ». Ha gwelloc’h c’hoazh ma tispleg petra en deus/he deus kavet plijus. N’eo ket sur e voc’h plijet hoc’h-unan. N’eo ket peogwir eo bet plijet e plijo deoc’h. Met plijout a ra deoc’h ho mignon.ez. Evit se ho peus war al levr ur raksoñj mat. N’eo ket trawalc’h, ‘soñj din, embann « Plijus eo levrioù Keit Vimp Bev, pe reoù Al Liamm, pe reoù…. » Dav eo mont dezhi dre ar munud. Peseurt levr ? Petra zo bet kavet mat, diskrivet gant gerioù simpl – ha tanpir ma n’eo ket se a blijo d’ar re all. Ar pezh a gont eo santout al lenner/ez a-dreñv al lennadenn, an trivliadennoù he deus degaset…

Setu ar pezh a c’houlennan digant an holl dud a lenno ar gronikenn-mañ. Un tamm labour d’ober dindan miz. Dibabit ul levr, bras pe bihan, evit an dud vras pe evit ar re vihan, … met ul levr a blijo deoc’h. Ha savit ur pennad gant ar c’hoant lakaat tud all da gaout c’hoant da lenn. Embann a raimp ar pennadoù e miz Ebrel. ( kasit ho pennadoù din, yf.jacq@gmail.com)

Da c’hortoz, e klaskin, me, ober se ivez. Met diwallit mat. Ne fell ket din reiñ ur skouer. Nemet komz eus ul levr en deus plijet din kalz, « Lizher d’am merc’h-vihan » gant Maïwenn Morvan.

Perak en deus plijet al levr din ?

  • 1 En titl zo gerioù aes, anavezet gant an holl, ganin, a ro ur skeudenn boblek. Lizher, merc’h-vihan… Ijinañ a reer diouzhtu ar golo-lizher, an timbr, paotr al lizhiri… pe neuze ur plac’hig, ur vamm-gozh, roufennoù…
  • 2 Ul lizher a zo… berr. Lennet e vez buan. Ober a ra ul lizher plijadur, dreist-holl hini ar vamm-gozh. Amañ eo hir-mat al lizher, gwir, met didroc’het eo a-dammoù ha neuze, seul aesoc’h da lenn. Ne ra ket ar skrid ouzhpenn 30 pajennad.
  • 3 Un tamm striv zo d’ober, er penn kentañ, evel en holl levrioù, amzer kompren piv eo an harozed, pevare e tremen an istor ( amañ e 2074), pelec’h… Hag aze, kerkent hag er bajenn gentañ, hon eus ur respont da galz a goulennoù. A-bouez eo ar mare-se rak sikour a ra al lenner(ez) da gompren eus petra zo kaoz. Goude ez aio e-unan…
  • 4 Kontañ a ra ar vamm-gozh he buhez, eus 2014 da 2074, dre pennadoù berr, 2-3 fajenn alies. Ha buan en em gaver er fin, ur fin deuet re vuan dija…
  • 5 N’on ket evit mirout a zisplegañ eo bet embannet gant Lennomp, gant ar c’hoant aesaat al lenn : gerioù diaes lakaet e traoñ ar bajenn, kemmadurioù lakaet e druz, gerioù o tegas ar c’hemmadurioù-se islinennet…