
Ur staj skrivañ danevelloù e brezhoneg e Ti ar Vro Montroulez, d'an 21/11
Penaos loc'hañ gant un istor…ha penaos echuiñ anezhañ ? Penaos mont eus ur soñj(ig) d'ur raktres skrivañ ? Penaos krouiñ « bedig an danevell », luskañ ha frammañ e istor a-benn kas al lenner betek penn ? Pelec'h kavout mennozhioù… ?
Sed aze ur bern goulennoù, a vo klasket respont dezho – en un doare pleustrek ! - e-kerzh an devezh stummañ a vo aozet e Ti ar Vro Montroulez d'an 21 a viz Du (9 eur 30 – 5 eur noz) gant ar gevredigezh SKRIV !
D'ar berzhidi - raktres skrivañ ganto dija pe get - da vont d'ar gêr war-lerc'h gant c'hoant da gas ar skrid boulc'het ganto da benn. (Diouzh an niver a dud dedennet e vo tu aozañ un devezh peurskrivañ e deroù 2027.)
Kaset e vo en-dro gant Kristian Braz, daneveller (Rebetiko, Kroashent-tro, Moussa), romanter ha troer. (Mat e vefe degas e urzhiataer hezoug met n'eo ket ur redi.)
Titouroù : krisbraz at icloud.com / 07 69 75 46 75. Pe KLT : servij.keodedel at orange.fr
Priz : 30 € an devezh (25 € evit izili KLT) – 10 € evit studieren/tud dilabour
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !