Klub Mell-droad An Oriant a glask lakaat war-wel hor yezh. Met petra 'vez graet resis gant ar c'hlub ?

Abaoe un nebeud bloavezhioù e klask Klub Mell-droad An Oriant lakaat war-wel hor yezh e-pad ar c'hrogadoù hag ivez war internet.

E miz Genver 2024 eo bet sinet Karta Ya d'ar brezhoneg gant ar c'hlub, an hini kentañ e-touez ar c'hluboù mell-droad a-vicher o sinañ ar garta.

Met petra 'vez graet resis gant klub mell-droad An Oriant evit lakaat war-wel hor yezh, ha petra 'vo graet en amzer dazont evit diskouez hor yezh d'ar brasañ niver ?

Sed-aze 'pezh 'vo kinniget deoc'h gant Florent.

Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.