Stefan Moal (Stad ar yezhoù keltiek) - Pennad Kaoz

Réalisation : Brezhoweb – 150 vues

Stefan Moal, mestr-prezeger e skol-veur Roazhon 2 a zispleg deomp stad an iwerzhoneg, ar gouezeleg-skos hag ar c’hembraeg.

E-pad pell amzer emañ bet bro-Iwerzhon ur skouer evit ar yezhoù keltiek. Met e peseurt stad emañ an iwerzhoneg hiziv an deiz ?

Diaes eo an traoù gant ar brezhoneg hiziv an deiz, met gant ar yezhoù keltiek all ?

Ar skouer 'zo kentoc'h Bro-Gembre hiziv. 30% deus ar boblañs a zisklaer bezañ gouest da gomz kembraeg !Ar skouer 'zo kentoc'h Bro-Gembre hiziv. 30% deus ar boblañs a zisklaer bezañ gouest da gomz kembraeg ! © CC-BY-SA

Penaos emañ an traoù gant an iwerzhoneg, hag he deus ur statud ken-ofisiel ? Komzet 'vez c'hoazh kembraeg 'ba 'r maezioù ? Hag e bro-Skos gant ar gouezeleg, beuzet etre ar saozneg hag ar skoseg ?

Stefan Moal, mestr-prezeger yezh ha sevenadur Breizh e skol-veur Roazhon 2 a lak ar gaoz war stad ar yezhoù Keltiek, petra hon eus da zeskiñ eus politik ar yezhoù 'ba 'r broioù-se hag e sell war an dazont.

Adkavit rannoù all deus Pennad Kaoz amañ !