Ar Stetoskop (Rene Laenneg) - An Istor Livet
Réalisation : Brezhoweb – 615 vues
Distroet eo an abadenn An Istor Livet hag e vo lakaet ar gaoz war an ijinadennoù graet gant Bretoned.
An Istor Livet 'zo an abadenn Vrezhoweb gouestlet d'an istor.
War-lerc’h bezañ lakaet ar gaoz war klichedoù an istor ha tudennoù istor Breizh, e lak Nikolaz war-wel ijinadennoù graet e Breizh pe gant Bretoned er c'houlzad nevez-mañ.
Krogiñ a ra gant un objed anavezet mat, ar stetoskop !
Implijet 'vez implijet er bed a-bezh ha tout an dud a oar petra eo. Met ne oaront ket dre ret eo bet ijinet gant ur breton anvet Rene Laenneg. Hag estroc'h evit an drol a objed-se, en doa Rene kaset ur sell nevez war ar vedisinerezh evelkent !
Kontet 'vez e istor hag an istor a-dreñv ijinadenn ar stetoskop er video-se.
Un abadenn e brezhoneg istitlet e galleg hag e brezhoneg da welet o klikañ amañ !
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !