Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Here 2021 (Deiziataer)

Réalisation : Brezhoweb – 520 vues

Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro e miz Here 2021 ? Setu ar pezh a vo kinniget deoc'h deoc'h gant Katell, Claire ha Dewi (levrioù, darvoudoù, videoioù, pladennoù...).

Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro evit miz Here 2021 ? Kinniget 'vez deoc'h gant skipailh Brezhoweb, un deiziataer bep miz 'vit lakaat war-wel al levrioù, an darvoudoù, an abadennoù radio pe ar videoioù nevez da welet e brezhoneg.

Petra 'zo nevez e brezhoneg 'ba 'r vro evit miz Here 2021 ? Kinniget 'vez deoc'h gant skipailh Brezhoweb, un deiziataer bep miz 'vit lakaat war-wel al levrioù, an darvoudoù, an abadennoù radio pe ar videoioù nevez da welet e brezhoneg.

Deiziataer miz Here war Brezhoweb.Deiziataer miz Here war Brezhoweb. © photographe

Skignet ‘vez an deiziataer-mañ deiz kentañ ar miz (nemet ar Sul). Hini miz Here zo bet skignet gant levrioù nevez "E seizh avel ar bed" ha "Ne 'm eus ket c'hoant", video ar miz gant "Toutouig" da welet war Brezhoweb evit treuzkas ar yezh d'ho pugale, ur "Master Klass" Kontadennoù 'ba Bleuwigner e fin miz Here, ur podkast radio hag ur bladenn nevez gant Pascal Lamour ha Morwenn Le Normand.

Deiziataer miz Here da welet ivez war Brezhoweb (Istitlet e brezhoneg)

Ma faot deoc’h kas deomp traoù da lakaat war-wel (Levrioù, pladennoù, abadennoù Radio, pezhioù-c’hoari pe darvoudoù all…), kasit anezhe da : Brezhoweb – LBK, Servij kelaouiñ, 32 straed / rue du Danemark, 56400 An Alre / Auray

Pe dre bostel evit an traoù all : contact [arobase] brezhoweb.bzh (skrivit [Servij kelaouiñ] ‘barzh titl ar postel)

Siwazh, ne vo ket posupl lakaat war-wel tout ar pezh ‘vo resevet ganeomp, ur choaz ‘vo ret d’ober gant ar skipailh, met hor seizh gwellañ a raimp ‘vit lakaat ur banne sklerijenn war ho labour.