Piv a oa ar C'hladiatourion ? / Les Gladiateurs - An Istor Livet
Réalisation : Brezhoweb – 150 vues
Bez 'oa Gladiatourezed da skouer, 'pezh ne vez ket lakaet war-wel alies !
Tout an traoù ho peus gwelet 'barzh filmoù diwar-benn ar c'hladiatourion 'zo faos emichañs... Splannoc'h e vo gant ar video-se !
Ar C'hladiatourion a vize bet sklaved hag a gemere perzh e emgannoù betek ar marv. Hag an impalaer a zibabe etre ar marv hag ar vuhez gant ar biz-meud...
Tout an traoù-se 'zo soñjoù faos.
E gwirionez e oa bed ar gladiaturiezh, reolennet-tre gant tredeoged, armoù hag houarnwiskoù resis. Posubl e oa da n'eus forzh piv dont da vout gladiatour ha ne oent ket mui sklaved, e-pad oadvezh ar gladiaturiezh d'an nebeutañ.
Ha kement a draoù c'hoazh...
'Barzh ar video-mañ e ra Nicolas o stal da glichedoù ar bed-se, pell-tre eus 'pezh 'vez diskouezet 'barzh ar filmoù !
Istitlet e galleg hag e brezhoneg.
Adkavit klichedoù all amañ!
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !