Lañset eo ar Redadeg 2026. Diskouezet eo bet hentad ar Redadeg e 2026 ha gallout a reer prenañ ar c’hilometroù dija. Loc’hañ a raio eus Lannuon d’ar Gwener 8 a viz Mae 2026 ha degouezhout a raio e Naoned d’ar Sadorn 16 a viz Mae, goude 2 226 km dre bemp departamant Breizh.

Digor d'an holl eo prenañ ar c’hilometroù, eus Lannuon betek Naoned 

Roet eo bet lañs d'ar Redadeg 2026. Lakaet eo bet war well hentad ar Redadeg-mañ. Bez' e c'heller prenañ ar  c’hilometroù dija. Loc’hañ a raio eus Lannuon d’ar Gwener 8 a viz Mae 2026 ha degouezhout a raio e Naoned d’ar Sadorn 16 a viz Mae, goude 2 226 km redet dre ar pemp departamant e Breizh.

Ur Redadeg evit ar brezhoneg

E-pad eizh devezh, noz-deiz hep ehan, e treuzo ar vazh ofisiel Breizh a-bezh, a zorn da zorn, d'ur c'hilometrad d'unan all, a-hed an hentad raktreset. An dekvet troiad e vo eus ar Redadeg e 2026, abadennoù ispisial o vezañ savet lec'h pe lec'h.

Er bloaz-mañ e klot an dodenn gant un “triskell” a dri ger, pep hini anezho o kregiñ gant B:  Bevañ (Bevañ), Bodañ (Bodadiñ), Bezañ (Bezañ).  Un digarez e vo da brederiañ war blas ar yezh e buhez an holl.

Prenañ kilometroù : choazit ho hini resis,  pe dibabit e-touez ar « c’hilometroù-nij ».

Digoret eo ar prenañ abaoe ar sadorn 25 a viz Here 2025 e Karaez. Gallout a rit, hervez ho c'hoant,  pe dibab ur c’hilometr resis, pe prenañ « kilometroù-nij ». Ar re-se a vo lec’hiet diwezhatoc'h gant an aozerien hervez an ezhomm. Evit prenañ pe mirout ho kilometr, kit da deurel ur sell ouzh ar gartenn enlinenn dre lec’hienn ar Redadeg

Gounidoù evit ar yezh

An hanter eus ar gounidoù a yelo da zDiwan, hag an hanter all da raktresoù emañ o fal kas ar brezhoneg war-raok pe reiñ an dorn evit treuzkas anezhañ d'ar rummadoù yaouank.

Penaos ober?

. Prenañ war-eeun dre al lec'hienn (gwelout kartenn ar Redadeg 2026   ). Posubl eo merdeiñ e brezhoneg pe e galleg.

. Mont e darempred ganeomp : Ar Redadeg, Ti ar Vro, 6 Plasenn Gwirioù Mab-den, 29270 Karaez

. Kas ur postel deomp : darempred at ar-redadeg.bzh.

Gerioù

. "kilometroù-nij". 

War e seblant e vez kinniget ar ger-se gant ar sistem chatgpt  evit treiñ ar galleg "kilomètres aléatoires". E brezhoneg e vez kavet kinnigoù all e geriadurioù zo:

Al Liamm (2014) : "dargouezhek", "arvarus"

Martial Menard (2012):  "dargouezhek" pe "dargouezhel"  pe "arvarek"

Andreo Ar Merser (2009): "arvaruz", "chañsuz-dichañsuz" (doare-skrivañ Falc'hun 1956)

Favereau (2001): "mad-divad"

Le Gléau (1983): "degouezhus", "chañsus", "darvoudus"

Vallée (1931, eilvet embannadur 1980): "digouezus", "chañsus", "diwar-zigouez", "diwar taol-chañs"

Alies a-walc’h ez eus meur a ginnig e brezhoneg a-vremañ pa 'z eus ur ger nemetken e galleg. Dre chadenn istorel ar geriadurioù e c'heller divinout pe dizoloiñ an talioù-esae evit kinnig pe sevel ger-mañ-ger talvoudus pe ezhommus evit ar vuhez a-vremañ.

Amañ, koulskoude, e weler ez eus ur ger e galleg (« aléatoire ») a zo dezhañ meur a ster. Setu perak, kredapl bras, e vez kavet meur a c’her e brezhoneg e-barzh hon geriadurioù.

Ster1 : Ma n’eo ket sur e vezo un disoc’h pe e c’hoarvezo tra pe dra, e c’heller ober gant ar ger « dargouezh » hag an anv-gwan da heul.

Ster2 : Ma soñj d’an hini o komz e vo an darvoud dañjerus e zisoc’h betek lakaat diaes an dud pe o lakaat en arvar, e c’heller implij gerioù all evel « arvarus », pe « chañsus-dichañsus », pe « mad-divad », pa lâran mat d’an nebeutañ.

Evit ar pezh a sell ouzh ar Redadeg: Ar wech kentañ eo e kavan brav pe mat a-walc'h ur ger ijinet gant ar sistem chatgpt e brezhoneg. Posubl e vefe ivez implij an hevelep mennozh dre un  anv-gwan ha lavarout kentoc'h "kilometroù nijus" ("nijuz", hervez Merser). 

Ouzhpennad / addendum: Oups, dizoleiñ a ran e teu ar ger-se eus lec'hienn Ar Redadeg! Ne vern, na brav eo ar gavadenn-mañ!

 Notenn gant JL LF evit an ABP (31 Here 2025)