Programmoù e brezhoneg war Brezhoweb.
Programmoù e brezhoneg war Brezhoweb. © photographe

Chomit sioul, Brezhoweb a ginnig deoc'h kantadoù a eurvezhioù e brezhoneg evit ar re vihan hag ar re vras

Rediet oc'h chom er gêr gant ar vugale er sizhunvezhioù da zont ? Chomit sioul, Brezhoweb a ginnig deoc'h kantadoù a eurvezhioù e brezhoneg evit ar re vihan hag ar re vras. Tresadennoù-bev e brezhoneg evel-just, met ivez C'hoarioù, mojennoù, heuliadennoù, magzinoù, programmoù pedagogel... Digoust eo, posubl eo sellout ouzh ar programmoù war lec'hienn Brezhoweb, hag e vezent istitlet e brezhoneg pe/hag e galleg hervez ar programmoù. Tresadennoù-bev (adalek 3 bloaz)
  • Les P'tites poules https://www.brezhoweb.bzh/Yerigou_343.html
  • Lucky Luke
C'hoarioù tele (adalek 5 bloaz)
  • Foeterien e Rusia https://www.brezhoweb.bzh/Foeterien-rusia_350.html (istitlet e galleg, hag e brezhoneg evit ar prantadoù saoznek)
  • Tri Zraig , ar c'hoari evit ha gant ar vugale
  • C'hoari ha Deskiñ https://www.brezhoweb.bzh/Hoari-deski_292.html , evit c'hoari ha deskiñ e brezhoneg
Mojennoù, kontadennoù ha marvailhoù arall (adalek 3 bloaz)
  • Mojennoù https://www.brezhoweb.bzh/Mojennou_348.html (istitlet e brezhoneg)
  • Sketchoù, kontadennoù, troioù-hud... https://www.brezhoweb.bzh/Marvailhou-nedeleg_308.html
Programmoù pedagogel (adalek 5 bloaz)
  • Brezhoneg Bemdez , un tañva d'ar brezhoneg (e galleg)
  • Troioù Lavar , Troioù-lavar brezhonek evit ober anaoudegezh gant spered ar brezhoneg ha pinvidikaat hor yezh
  • Ar Brezhoneg a gan https://www.brezhoweb.bzh/Brezhoneg-gan_344.html , Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur (istitlet e galleg hag e brezhoneg)
  • Gwir Vretoned , Graet o stal d’ar c’hozh kaozioù war Breizh (istitlet e galleg)
Magazinoù (adalek 7 vloaz)
  • Tuto Breizh , ober anaoudegezh gant Breizh (istitlet e galleg)
  • 4/13 munud e Breizh https://www.brezhoweb.bzh/4-13-munud-bzh_334.html , ur gelaouenn e brezhoneg (istitlet e galleg hag e brezhoneg)
  • War an ton bras https://www.brezhoweb.bzh/War-ton-bras_300.html , Istorioù bihan ar sonerezh meur e Breizh
  • Skrivagnerien https://www.brezhoweb.bzh/Skrivagnerien_296.html , ober anaoudegezh gant skrivagnerien Breizh
  • War-zu Amerika ar Su https://www.brezhoweb.bzh/War-zu-amerika_301.html , un tañva deus livioù broioù Amerika ar Su
  • Pennad Kaoz , un atersadenn don ha fonnus gant un den deus ar vro (istitlet e brezhoneg)
Heuliadennoù tele (adalek 8 vloaz)
  • Ene(z) https://www.brezhoweb.bzh/Ene-z_353.html , un heuliadenn nevez o tont deus Bro-Skos (istitlet e galleg)
  • Ken tuch' , ar sitcom farsusañ bet skrivet ha filmet e brezhoneg (istitlet e galleg)
  • Saga Brittia , ur serienn farsus evit dizoleiñ istor Breizh gant ar re o deus bevet an istor (istitlet e galleg)