
E Rostrenenn en deus kannad Breizh Paul Molac roet lañs ofisiel d'al luskad « Savomp Breizh / Faisons Bretagne » dirak ur c'hant den bennak, d'ar Sadorn 18vet a viz Ebrel 2026. Difennet en deus bet mennozh un emrenerezh rannvroel kreñvaet ha sevel ur maen-harz politikel en ur c’houlenn ma vefe anavezet Breizh er Vonreizh.
Lañs ofisiel al luskad « Savomp Breizh / Faisons Bretagne » a zo bet disadorn e Rostrenenn (departamant Aodoù-an-Arvor), dirak ur c'hant den bennak. Digoret eo bet an emvod dre un degemer tomm gant Aotroù maer Rostrenenn, Guillaume Robic ec’h anv, diskouezet gantañ e harp ouzh ar raktres douget gant ar c’hannad. Pouezet en deus war an ezhomm da reiñ endro un tamm galloud divizout d’an tachennadoù lec’hel.
Hep gortoz en deus Paul Molac diazezet e gomzoù diwar ur vurutelladenn hollel eus ar Stad kreizennet, gwelet gantañ evel dic'hallus ha distag diouzh ar vuhez lec'hel. Aet eo betek reiñ d’ar patrom-se an anv a « greizegezh », o welout anezhañ, evel ur « c'hleñved gall », e gwirionez.
« Tremen a reomp hon amzer hep ober war-dro hor c'henvroidi, met o stourm a-enep ur velestradurezh a ouzomp sklaer ne vo ket mat meur a ziviz kemeret ganti », emezañ, o venegiñ e skiant-prenet war an dachenn merket gant divizoù kemeret re ziwezhat pe na glotont ket gant ur gudenn-mañ-gudenn, dreist-holl war dachenn ar yec'hed pe al labour-douar.
Dre veur a skouerenn - ar gouelec’h mezegel, merañ politikerezh al labour-douar, stummadurioù a bep seurt ha deskiñ micherel - en deus diskuliet ar c’hannad un aozadur ma vez kemeret gantañ divizoù pell diouzh an tachennadoù lec'hel, ar pezh a gas da zaleoù, da zigempoelloù ha « gwall-dispign arc'hant ar stad ».
Emrenerezh : un aozadur tro-dro d’an tachennadoù ha n’emaint ket staget ouzh karg ar Stad-rik.
Dirak ar sell-se, en deus Paul Molac displeget resis petra a sinifi evitañ ar mennozh « emrenerezh ». Pell diouzh ur raktres a zizalc’h emaomp. Hervezañ emañ an emrenerezh un doare da zispartiañ propik an atebegezhioù etre ar Stad hag an tachennadoù lec'hel.
« Al lu, ar justis, an aferioù estren... Setu traoù hag a chom dindan dorn ar Stad. Met ar peurrest — an deskadurezh, ar fiñvusted, ar yec'hed, an armerzh — a zlefe bezañ dindan dalc'h ar strollegezhioù lec'hel da gentañ-penn », en deus displeget, en ur gomz resis diwar tachennadoù ha n’emaint ket dindan dorn ar Stad-rik.
O heuliañ ar poell-se e c’hellfe Breizh divizout hec’h-unan politikerezhioù pouezus da geñver tachennadoù ar bemdez : aozadur hag a denn eus ar yec’hed, divizout stummañ ar vezeien, emdroadur (pe cheñchamant) patrom al labour-douar, an treuzdougen, ha politikerezh sevenadurel ha yezhel ivez. Hervez sav-boent ar c’hannad emañ an diviz lec'hel an alc'hwez evit ma vo efedusoc'h an obererezh foran (publik).
« An emrenerezh n'emañ ket anezhi an dizalc'h [...] . Emañ un doare da verañ arc'hant ar Stad a-dost ha da ober gwelloc’h gant ar memes arc’hant », en deus eñ lâret.
Emrenerezh gemedel ha galloud divizout
En tu all d'ar barregezhioù e vez diazezet ar raktres ivez war un treuzfurmadur don eus gwikefreoù diviz, dreist-holl war dachenn an arc'hant. Breutaet en deus Paul Molac evit ur gwir a emrenerezh gemedel a c’hellfe lakaat an dilennidi lec'hel gouest da ober hervez o frogrammoù.
« Dilennidi [...] dezhe tailhoù a c'hellont o-unan lakaat da greskiñ pe da zigreskiñ [...] Setu war-eeun petra eo an emrenerezh. [...] War ar marc’had, en em c’houlennan ma n’eo ket-se ar pezh a vez anvet an demokratelezh », en deus disklêriet.
Burutellet en deus ivez ar reolennoù embannet gant ministrerezhioù. Int o vezañ re bell diouzh ar gwirvoud war an dachenn. Pledet en deus mennozh ur galloud reoliañ treuzkaset, ul lodenn anezhañ, d'ar strollegezhioù lec'hel, evit ma c'hellfe lakaet ar reolennoù da glotañ resisoc'h gant an ezhommoù.
Lakaat da vat Breizh er Vonreizh
Unan eus ar poentoù pouezusañ e-barzh e brezegenn a zo diwar-benn diaweladoù (pe c’hoant da) adreizhañ ar Vonreizh. Hervez Paul Molac ne c'hell ket an emrenerezh bezañ padus hep na vefe-hi anavezet kreñv gant al lezenn.
« Ret e vefe deomp […] cheñch ar Vonreizh un deiz bennak evit lakaat da vat Breizh er Vonreizh », emezañ, o soñjal e c’hellfe gwarantiñ mod-se ar rannañ sklaer ha stabil eus ar barregezhioù.
Bez e c’hellfe ivez, hervezañ, un emdroadur seurt-se digeriñ an hent da anavezadur ofisiel ar brezhoneg, da skouer dre ur statud ken-ofisiel.
Ur patrom gall a-enep-red da Europa.
Evit skoazellañ ec’h arguzenn dezhañ, en deus ar c’hannad lakaet jeu Bro-C'hall e-touez un endro ledan europat dalc’het gant kresk an emrenerezh rannvroel. Spagn, Italia, Alamagn, Belgia hag ar Rouantelezh-Unanet a zo bet meneget evel skouerioù eus broioù diorroet gante stummoù aozadur digreizennet muioc’hik.
Er c'hontrol, emañ Bro-C'hall, hervezañ, evel ur patrom o chom en e gorn. « Pelec'h all ez eus ur vro greizennet ha klañv ? [...] Turki ».
Ul labour a gendrec'hiñ da gas da benn.
Muioc’h eget war stummoù ensavadurel en deus Paul Molac lakaet ar gaoz war ul labour-kelenn a-zivout an dud. Evitañ, unan eus ar skoilhoù pennañ a chom ar c'hemmesk etre emrenerezh ha dizalc'h. Hag e chom ivez ur stagadenn badus, gant an dud, ouzh ar patrom kreizennet.
« Dav eo displegañ d’ar Vretoned m’emañ an Emrenerezh disheñvel-mik diouzh an Dizalc’h hag, er c’hontrol, e vo tapet krog en ho planedenn gante »
Al luskad « Savomp Breizh / Faisons Bretagne » a zo e bal mont pelloc’h eget bedig-bed ar stourmerien ha tizhout kalzig-kalz a dud, pa vez meur a enklask foran o reiñ da soñjal ez eo an dud sachet muioc’h-mui ouzh ar mennozhioù-mañ.
Ul luskad evit frammañ ar breud (pe an tabut) e pep-lec’h e bro-C’hall.
Koulskoude en deus ar c’hannad anavezet ma vo ret mont betek ul live broadel evit sevel da vat ar raktres-mañ. « Dav e vo deomp kaout kannaded ha senedourien a-du ha gouest da zifenn ar raktres-mañ [...] a-hend-all, ‘m eus aon, e chomo nemet ur mennad hep disoc’h », en deus kemennet.
Peurechuet eo bet an emvod dre eskemmoù niverus gant an dud ; dreist-holl diwar-benn ar strategiezh da ijinañ, an emglevioù posubl hag an deiziataer politikel. Kadarnaet en deus an aergelc’h, aketus hag engouestlet anezhi, ma chom ar goulenn ensavadurel vreizhat ur sujed bev, o c’hortoz bezañ frammet ha boulc’het war-raok.
Goude bezañ bet aterset a-zivout un dael, ma ’z eus bet keloù diwarni e kazetennoù rannvroel, diwar-benn Aotroù Maer Karaez – emrener abaoe pell - ha ne vije ket bet pedet amañ, en deus Paul Molac respontet ne oa bet skignet pedadenn hiniennel ebet, hag e veze an emgav digor d’an holl.
Gerioù (Geriadur Martial Menard 2012, Al Liamm 2014)
Rostrenn, Rostren, Rostrenenn « Rostrenen » e galleg. Kavet e vez meur a zoare da skrivañ anv ar vourc’h e brezhoneg.
« Sevel Breizh » « Faire Bretagne » (pe « Faire la Bretagne ») a vez troet e memes mod e brezhoneg. « Savomp Breizh ». Gant ar verb « ober » : « Ober Breizh ». « Greomp Breizh »
burutelladenn, ur vurutelladenn hollel une critique globale
karg ar « Stad-rik » karg ha n’eus nemet ar Stad a c’hell ober war-he-dro. Implijet evit treiñ ar galleg « régalien », rak, goude kalz a fri-furchal, n’am eus kavet netra e geriadur ebet.
kreizegezh, ar greizegezh la centralité
digempoell, ur digempoell bras incohérence
atebegezh, un atebegezh bras responsabilité
al lu, an arme
ar justis, ar reizh, ar barnadennoù, aferioù ar justis
an aferioù estren
an deskadurezh, ar skol, ha kement zo...
ar fiñvusted, treuzdougen an dud pe an traoù (kirri-boutin, treñioù, bigi...)
ar yec'hed,
an armerzh an ekonomiezh
ar poell la logique
gwikifreoù diviz des mécanismes de décision
kemedel fiscal, un emrenerezh gemedel
emdroadur, un emdroadur bras une évolution
ensavadurel institutionnel, institutionnelle
Notennoù :
Adkavit ar pennad ABP e galleg :
À Rostrenen, Paul Molac lance « Faisons Bretagne » et ouvre le débat sur une autonomie reconnue dans la Constitution
Brezhoneg gant J-L Le Floc'h diwar ar pennad ABP e galleg (Philippe Argouarch/IA)
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !