- Ur c'houblad a sonerien (talabarder + biniaouer)
- Ur banniel a-vremañ (e brezhoneg)
- Ur banniel (e brezhoneg)
- Prezegenn (e brezhoneg)
- Prezegenn (e brezhoneg)
- Prezegenn (e brezhoneg)
- Sonadeg (telennoù) er Vazilikenn
- Sonadeg (daou dalabarder) er Vazilikenn
- Kartenn-bost , levrdi ar Santual. Emañ ar vraventez e daoulagad an hini a sell
Abaoe un toullad bloavezhioù ez eus bet savet ur pardon evit ar Vrezhonegerien e Sz Anna Wened. Digor eo ivez d’an holl.
Bazilikenn Sz Anna Wened
Da gentañ-penn, dav eo kaout soñj emañ al lec’h-se ispisial-kenañ. An hini nemetañ war an douar a-bezh m’eo en em ziskouezet Sz Anna, Mamm Mari. Dre-se eo deuet da vezañ patronez ar Vretoned ivez. E 1624 eo bet c’hoarvezet an darvoud-mañ, dirak ul labourer-douar anvet Yvon Nikolazig, hag a oa brezhoneger (mod Gwenedeg). N’eo ket souezhus, avat, ez eo bet choazet ar santual evit sevel un devezh ispisial evit ar Vrezhonegerien a-hiziv. Douget eo an intrudu-mañ gant al lec’hienn « Ar Gedour » hag ur skipailh eus ar vro.
Taolenn an devezh
Er mintinvezh, ez eus bet un overenn e brezhoneg penn-da-benn, lidet gant an Tad Dominique Thepaut (Penn-ar-Bed), e-barzh ar vazilikenn.
Daoust da glav er mintin ez eo bet posubl da dud zo en em gav e-barzh ur sal, dezhe da zebriñ un tamm degaset gante (bara pok-a-pok, pik-nik, pe me oar...). Un digarez da eskemm (e brezhoneg, pe e galleg) gant tud anavezet dija, pe gant forzh piv bennak.
Goude merenn ez eus bet ur sonadeg gant telennoù keltiek (gwelout fotoioù). Ur prantad saourus ha prizius evit an diskouarn.
Ur prantad dibunañ ar chapeled (e brezhoneg a bep liv: hini Bro-Wened evel-just, hini bro-Leon pe Bro-Gerne ivez, hervez an dud gouestl hag a-du da gemer perzh...). Un digarez da gaout un tañva eus an doare pedenn-mañ, deuet eus a-bell, ha n’eo ket echu ganti tamm ebet. Dreist-holl en amzer a-vremañ, ma vez kement a drouzioù brezel lec’h pe lec’h war hon flanedenn. Hep kontañ trubuilhoù a bep seurt er vro-mañ.
Evit peurechuiñ an abardaez, ez eus bet ar gousperoù hag azeulerez « Sakramant an Aoter » dindan ren un eil beleg brezhoneger: an Tad Yvan Brient (Morbihan). Dav eo kompren emañ « Sakramant an Aoter » ar gwir deñzor kinniget gant an Iliz. Ar re ez eus skiant-prenet eus ur prantad seurt-se gante a oar petra zo kaoz amañ.
Forzh piv a c’hell dont amañ evit an dra-mañ-dra, ha pa vefe brezhoneger ampart pe o kregiñ e-barzh nemetken, ha pa vefe er feiz kristen pe en hent.
An overenn he framm
An overenn, un eurvezh he fadelezh, a zo div lodenn enni. Evit ar re n’int ket kustumet da vont e-barzh an ilizoù, setu un toullad titouroù war ar framm.
Lodenn gentañ an overenn.
Lodenn gentañ un overenn a vez kavet enni meur a lennadenn :
- al lennadenn gentañ. Tennet eus ar Bibl hebraek, pe eus ar Bibl kristen. Hiriv (12vet a viz Ebrel 2026) : « Oberoù an Ebestel, 2,42-47 »
- ur salm. Tennet eus ar 150 Salm er Bibl hebraek, anvet ivez an Testamant kozh pe c'hoazh an Testamant kentañ. Hiriv : tammoù eus ar « Salm 117 »
- a-wechoù un eil lennadenn ouzhpenn tennet eus ar Bibl kristen, anvet ivez an Testamant nevez. Hiriv : « lizher gentañ S. Per 1, 3-9 »
Betek-henn emañ an holl lennadurioù-se renet gant tud laik, pe tud ar bobl ma fell deoc’h (gwazed ha n’emaint na belleget, na diagonet, na frered, na aet da venec’h. Maouezed ha n’emaint na Seurezed, na leanezed kennebeut).
Da heul e teu:
- lennadenn an Aviel. Hiriv : « Aviel S. Yann, 20 19-31 ».
Kinniget e vez an holl lennadennoù-mañ gant an Iliz, e pep lec’h war ar voul-douar. N’eus nemet ar yezh hag a cheñch hervez ar vro pe al lec’h. Hiriv hag amañ : brezhoneg).
Lennadenn an Aviel a vez graet gant ar belleg (a-wechoù, gant un diagon). Hag ar brezegenn da heul - etre 6 hag 8 vunutenn - a vez graet gant ur belleg (a-wechoù, gant un diagon).
Peurliesañ ez eus ul liamm (speredel, istorel) etre holl lennadennoù an devezh. Setu perak e c’hell ar belleg menegiñ al liammoù-se, o tigas e sevenadur speredel neuze. Ar pep aliesañ koulskoude eo ret anzav m’emañ ar prederiañ diwar-benn Aviel an devezh, nemetken.
Hiriv ez eus bet meneget tri foent. Evel ma vo gwelet gant Yann Lenner (pe Katell Lennerez) diouzhtu :
- ar brezhoneg
- aviel an devezh (Aviel hervez S. Yann, 20 19-31)
- ur poent tennet eus buhez ar belleg, anezhañ o vezañ bet aluzener evit ar soudarded war an dachenn (tachennadoù brezel) en arme gall.
Lodenn gentañ an overenn a zo anvet ivez « lid ar Gomz ».
Eil lodenn an overenn.
An eil lodenn eus an overenn a zo anvet ivez « lid an Aoter », dre ma vez degemeret ennañ « Sakramant an Aoter ». Al lodenn-se n’eus ket anezhi gant ar « Brotestanted ». Gant an « Ortodoksed », avat, ez eus anezhi.
Ur brezegenn e brezhoneg
E-korf an overenn a-hiriv ez eo bet dibunet ar brezegenn gant an Tad Dominig, brezhoneger a-vihanik o chom e bro-Leon.
Gwelout e rummad-fotoioù ar paperioù skrivet gantañ (doare-skrivañ skolveuriek) evit rak-sevel ar brezegenn-mañ. Gwelout ivez ar rubrikenn gerioù, e-traoñ ar pennad.
Setu raktres ar brezegenn, a-drugarez d’an Tad Dominig.
« penn-kentañ rak-destenn ar brezegenn (peurunvan gant aozer ar pennad) »
Va breudeur ha c’hoarezed kristen,
Kustum a oa gwechall, gant ar prezeger, lakaat da seniñ ur bomm latin a-raok ha kregiñ mat gant e sarmon. Setu amañ unan a roan deoc’h neuze : « Fides ex auditu », da lavarout, ar feiz kristen a zo o tont deomp dre ar glevout. Dre ar glevout ha n’eo ket dre ar gwelout, e-giz ma lavar Jezuz da S. Tomaz, en Aviel : « Eurus ar re o-deus kredet hep bezañ gwelet ».
Eurus omp ni tout neuze amañ : ar feiz a zo bet roet deomp da zeiz hor badeziant, ar beleg deuet da saludiñ hor c’herent war seulioù an iliz-parrez a lavare : « Petra emaoc’h o c’houlenn digant an Iliz-Santel ? ». Hag ar respont gedet a oa neuze : « Ar feiz ! ». Ya, ar feiz a zo bet roet deomp, hag hepti, bet roet digant Doue, pelec’h ivez e vijemp bet gouest da zont da grediñ.
Hag abaoe amzer an ebestel, a rumm da rumm, eo dre glevout eo deuet tud da vezañ kristenien, ha n’eo ket dre welout ! Aze emañ, me gav’ din, kentel gentañ an diskibl Tomaz. Selaouomp neuze div wech muioc’h eget na vezomp o sellout !
Un istor amañ, da genderc’hel gant va frezegenn. E Plouvorn (e-kreiz Gorre-Leon) e-lec’h m’emaon o chom bremañ, eo bet diazezet abaoe pevar bloaz bremañ, ur vodadeg evit ar re a fell dezho pakañ blaz mat brezhoneg ar vro. Ha bep eil sizhun eno, pemzek bennak a dud, lod en tu-mañ d’o c’hanter-kant vloaz, oc’h esaeañ kempenn un doare da gaozeal desket ganto ar yezh war barlenn o mamm.
Hag un tamm kemm a zo, me lavar deoc’h, ya. Ar re yaouank, bet o teskiñ brezhoneg e-giz ma vez desket bremañ er skolioù, souezhet o klevout pouez-mouezh ha gerioù disheñvel displeget gant ar re gozh. Diouzh a-belec’h ez-eus aze kement-se a gemm etrezo ?
Amañ marteze : ar re yaouank a zo bet o teskiñ en ur lenn, dre ar skritur, gant o daoulagad. Ha padal, ar re gozh eo dre glevout gant o divskouarn e teu ganto blaz saourus al langaj.
Ar brezhoneg en em ro kalz muioc’h gant e vuzik eget gant e skridoù. Hag e-leizh a blijadur ganeomp tout eo, yaouank ha kozh, da sunañ e-se yezh hon hentadoù.
Ar feiz a zo o tont deomp dre ar glevout, a lavar an Iliz, ha ma, da heul, da lavarout ar yezh a zo aze he hent kerkoulz all ivez. Met laoskomp aze ar brezhoneg e-lec’h m’emañ, ha deomp pelloc’h bremañ gant an Aviel.
Bon. Ur bomm all e latin amañ ganin-me. Tertullien, er c’hantvedoù kentañ buhez an Iliz a blije dezhañ ar frazenn-mañ : « Caro cardo salutis », da lavarout, ar c’horf (« Caro ») a zo al lec’h mat, ar vudurun (« cardo »), mac’h en gav ennañ ar Salud (« salutis »).
« Caro cardo salutis » : dre ar c’horf eo emañ ar salud o tont deomp. Ha n’eo ket en hor spered pe en hor ene da gentañ. Anat eo mat an dra-se en Aviel a-hiriv. N’eo ket spered nag ene Jezuz a zo savet bev eus ar bez, met e gorf, e gorf avat, dirak Tomaz aze !
Ha dorn Sant Tomaz d’en em astenn betek kreiz korf Jezuz. « Tosta amañ da zorn » eme Jezuz dezhañ. « Ha lak anezhañ em c’hostez ». Jezuz da ziskouez dezhañ e gorf, gant merkoù an tachoù ha gouli braz en e gostez. Ur c’horf bet gwall-gaset gant trubuilhoù hag e-leizh a boanioù, gant marvailhoù ivez, a ret dezhañ kaout da zebriñ ha da evañ. Hep korf, forzh penaos n’eus den bev ebet.
Hag evit kristenien ma 'z omp, eo ar memes tra : ni bodet hiriv en Iliz Santez Anna Wened amañ, ni a ro da welout korf Jezuz d’ar bed holl, ur c’horf bev, leun a feiz ennañ.
Un istor all amañ : gouzout a ouzoc’h ez on bet aluzener en arme, kaset ha digaset da heul soudarded en Afghanistan hag e meur a lec’h all. Hag un deiz bet lazhet daou deomp gant an Dalibaned.
E-kreiz plasenn ar c’hamp e oa bet douget o archedoù, ar soudarded all renket en-dro en o sav. Ha koronal ar rejimant (hini Gwened e oa), « chef de corps » ma ‘z oa evito, da spontañ ac’hanomp gant ur vouezh kreñv en ur lavarout : « Debout les morts ! » (« War-sav, c’hwi ar re varv ! »). Ar frazenn a zo ger-talvoudus a rejimant-se. Blev va zivrec’h a savas gant ar gridienn a oa (a ioa) ennon, ken souezhet e oan bet o klevout « War-sav ar re varv ! ».
Me gav din e oa ganeomp eno neuze, en Afghanistan, un tamm bennak eus spered amzer Fask : Jezuz o tont da reneveziñ korfoù ar soudarded, re varv kerkoulz hag ar re vev. Klevet e vez alies ar frazenn-mañ : « Hep brezhoneg, Breizh-izel ebet ! ». Lavarout a rafen ivez : « Hep korf, n’eus evidomp buhez ebet ».
Ha pa sellan mat ac’hanomp e-pad ar pirc’hirinded-mañ, e welan danvez ur c’horf bev, gant muzikoù ha kantikoù, dilhadoù mod-kozh ha mod renevezet, kroazioù aour ha bannieloù kaer hor parrezioù. Ya, ya : Jezuz da zont da saludiñ gizioù Breizh, spered ur vro, nann, korf ur vro kentoc’h ! Sonjomp mat er pezh e-noa lavaret Jezuz d’an tailhanter Zache : « Zache, diskenn ‘ta eus da werenn, kar en da di eo e fell din mont da chom ! ». Bretoned, hiriv c’hoazh gant Jezuz eo savet c’hoant dont adarre da vevañ en hor bro !
Alleluia, Alleluia, Amen !
Miz Ebrel 2026.
« dibenn rak-destenn ar brezegenn »
Gerioù
- ur bomm, ur ger-stur « une devise » e galleg
- ar vudurun ???
- ul langach pe ul langaj
- kridienn, ar gridienn « frisson », e galleg
- pelerinach pe pirc’hirinded
- Pask, amzer Fask. Brasañ gouel (a-unan gant Nedeleg ma n’eo ket pouezusoc’h c’hoazh !) lidet bep bloaz e-kreizig an nevez amzer, evit ar Gristenien. E Pask e vez lidet « dasorc’hidigezh » Jezuz, da lâret eo anavezout emañ-eñ « savet da vev » (pe adsavet da vev) « en Neñv », ar poent pouezusañ er Feiz kristen. Memes anv zo d’ar Gouel (Pessac'h/Pessah) lidet gant ar Juzevien (lidet evit kaout soñj eus treuskas ar Mor, e bro-Ejipt, da dec’hout hag antreal er gouelec’h, da vare Moizez/Moshe)
- aluzener en arme « aumonier militaire », e galleg. Beleg staget ouzh ar rejimant, evit ar soudarded a fell dezho mont e darempred gantañ war an dachenn speredel.
- « chef de corps » anv machtiern pe an hini e penn ar rejimant el lu gall, for peseurt live ofisiel e vefe dezhañ (letanant-koronal, koronal, komandant,...)
- an Dalibaned, Talibaned (brezelourien a vro Afghanistan)
- « Zache », (« Zachée », e galleg) anv un dudenn vrudet eus an Aviel
Verboù
lavared pe lavarout
kleved pe klevout
gweled pe gwelout
ha kement zo...
Brezhoneg bro-Leon
a ioa = a oa
da zrebiñ= da zebriñ
Traouigoù da vezañ aketus oute
- live ar mikro. Ken dister e oa ar mikro ma ne oa ket posubl, nemet gant mil boan, klevout ar pezh distaget.
- troidigezhioù an destenn-mañ-destenn. En ur c’hlevout eo am eus komprenet e oa troidigezh ul lennadenn dibunet disheñvelik diouzh hini skrivet war ar paper.
Adkavout ar brezegenn dre youtube hag Ar Gedour
Ar Gedour, video prezegenn Dominique Thepaut
Diskoachañ pennadoù all an ABP, war sujed seurt-se
Kerien (22): « Ro din un dañvad », 15 Eost 1652
Levrioù : Tad Medard ha Kabusined Rosko
Betlehem : pedavare eo bet c’hoarvezet Nedeleg ?
PASK : un darvoud istorel, dic’hortozet a-grenn. Iskis a-walc'h ?
Trelevenez : Nedeleg laouen d’ar bed a-bez !
Landevenneg : ar venec’h o kanañ e brezhoneg
Eliant : un hent-ar-groaz e brezhoneg
Nedeleg laouen !
Pessac’h - Pask : er vloavezh 30, un darvoud digredus e Jeruzalem !
Kraou Kemper : erru eo ar Vajed !









evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !