Edition d’un livre en breton : Sevenadur ha sevenadurezh, Culture et Civilisation.
Voir la présentation de ce livre en français après l’article en breton.
Hag hor sevenadur hag hor sevenadurezh ?
Un trede levr evit boulc’hañ ganti !
Goude bezañ embannet « Komzoù dichipot » ha « Poentoù diflach » e kinnigan deoc’h un trede levr : « Sevenadur ha sevenadurezh ».
Cheñchet eo bet a-galz ar bed abaoe ar bloavezhioù 2000 : ar bedeladur en e fallañ, pouez an Unvaniezh europat, ar cheñchamant poblañs, ar renkadoù pobl dilezet, an tu kleiz mod nevez oc’h ober e reuz en Emsav, an Emsav breizhat strewet ha bruzhunet en ur bern stourmouigoù kevredigezhel, ar polikerezh disprizet, ken n’o defe ar Vretoned - kenkoulz all hag ar C’hallaoued - da zibab etre daou du pellañ enebourien hor bro anezho.
« Penaos emañ kont gant hon sevenadur ? Penaos emañ kont gant hon sevenadurezh ? » Klasket em eus, amañ, lakaat ar gaoz war dodennoù ne vez ket pleustret kalz warno e bed an Emsav, o klask arguzenniñ ar pishañ ar gwellañ, gant ur sell a-dreñv ouzh emdroadur an istor, gant fedoù, skouerioù, sifroù, hag ivez gant ur sell a-raok evit diskouez penaos e c’hallfe cheñch c’hoazh ar gevredigezh ma ne glaskomp ket derc’hel krog er stur.
Sevenadurezh, Europa, Aralladur, Emsav. Setu ar pevar rann a ya d’ober al levr-mañ.
Kavout a raio al lennerien ur c’heriaoueg vihan brezhoneg-galleg e fin al levr ivez.
Emil Granville
Sevenadur ha sevenadurezh
Embannadurioù ar Peniti
149 p. 12,5 x 20 cm, 12 €.
Sellet ouzh ar follenn urzhiadiñ.
Sevenadur ha sevenadurezh
Culture et Civilisation
Après l’édition de « Komzoù dichipot » et de « Poentoù diflach », je vous propose un troisième livre : « Sevenadur ha sevenadurezh ».
Le monde a beaucoup changé depuis les années 2000 : l’aggravation de la mondialisation, le poids de l’Union européenne, le changement de population, les classes populaires délaissées, la gauche nouvelle version qui a pris la main sur le Mouvement breton, le Mouvement breton dispersé et émietté dans une pléthore de petites luttes sociétales, la politique dépréciée, tant et si bien que les Bretons - aussi bien que les Français - n’auraient plus qu’à choisir entre deux extrêmes ennemies de notre pays.
« Quel est l’état de notre culture ? Quel est l’état de notre civilisation ? » J’ai cherché à mettre en débat des thèmes peu abordés par le Mouvement breton, en argumentant à partir de l’évolution de l’histoire, avec des faits, des exemples, des chiffres pour montrer comment la société pourrait encore évoluée si nous ne prenions pas les choses en main.
Le livre aborde quatre grands thèmes : la Civilisation, l’Europe, l’Aliénation, l’Emsav.
Les lecteurs trouveront également à la fin du livre un petit lexique breton-français.
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !