Setu ur savboent a zo bet kaset da ABP gant ar c'henstrollad Trawalc'h eus ar Mor-Bihan anezhi ha, da heul, ar c'halvadeg savet gantañ evit an tolpad d'an 22 a viz Kerzu. “Peñse ul lestr-karg, ministred pilpous anezho
Setu ur savboent a zo bet bet kaset da ABP gant ar c\'henstrollad Trawalc\'h eus ar Mor-Bihan anezhi ha, da heul, ar c\'halvadeg bet savet gantañ evit an tolpad d\'an 22 a viz Kerzu.
Peñse ul lestr-karg, ministred pilpous anezho e Breizh... Ur gwallreuz war an natur an hini eo. Daoust da se ne \'z a ket kalz tud da ziskouez sklaer ha splann pelec\'h emañ an dalc\'h.
Abaoe dekvedoù e chom listri a bep seurt war ar sec\'h war aodoù Breizh : anv a vez graet eus armerzh ar gounid, panevet skoazell ar Stad a zo ankouaet. Ne ra Bro-C\'hall van ebet nag evit hon dibaboù politikel nag evit hor c\'hoantoù, ken kreizennet m\'emañ. Na chomomp ket etre daou soñj, koulz lavaret n\'eus tamm politikerezh-mor ebet. Foeltret eo hon tailhoù evit Enez-Frañs hag evit ur mont en-dro d\'hon drailhañ muioc\'h-mui bemdez. Troet eo Bro-C\'hall outi he-unan pe ouzh ar Reter, tra gwirion postet ebet war talbenn meurvor atlantel. Hogen n\'emañ ket eno hor planedenn !
Diouzh an dud a vez war draezhenn Kervinic\'hi a zo peñseet an TK Bremen ennañ, en em gavout a reomp noazh-pilh pa c\'hallemp bezañ gwarezet.
En amzer-da-zont ez ay hor galloudoù ha distro hon tailhoù er vro war zigresk ken-ha-ken c\'hoazh !
Kement-se zo anavezet-mat gant ar baramantourien. An holl gozh-listri a c\'hall aodañ en hor porzhioù, diwar-goust tud a vicher all a denn gounid eus ar mor hag an natur gwallet. Ne zouj ket Bro-C\'hall da gendivizad etrebroadel 1992 zoken, daoust dezhi bezañ he feurwiriekaet.
Gelver a ra ar c\'henstrollad Trawalc\'h da vezañ tolpet dirak prefeti ar Mor-Bihan e Gwened, anezhañ arouez ar Stad, diriaou, d\'an 22 a viz Kerzu, da 6 eur noz. Deomp gant Gwenn-ha-duioù ar muiañ ma c\'haller !
Evit Trawalc\'h, Bertrand Deléon
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !