Dindan un heol tomm-berv ez eo erruet Tro Breiz 2026, e kêrbenn Bro-Gerne. Ur gwirvoud aergelc’h a ouel e straedoù Kemper kement evit an douristed hag ar valeerien echu gante un droiad a 184 kilometrad. Kaier fotoioù. MAJ 2026 Eost 16.

E 2026, bravoc’h-bravañ a-feur ma ‘z aer gant an hent.

War wellaat ez eo bet an hent hervez alioù zo. Da skouer : klevet ez eus bet d’ar Gwener vintin ma oa bet an devezh a-raok (Mellag-Banaleg) an hini bravañ e-korf ar sizhunvezh. Ya, met klevet ez eus bet ivez ar memes tra (evit al lodenn Banaleg-S. Ivi) d’ar Sadorn vintin! Unan bennak a zispleg din perak : gwelet e oa bet ar mor, sklaer ha splann hag an inizi Glenan a-bell. Er sizhunvezh-mañ e voe ar wech nemeti !

Mont a ran gant an hent, e-touez sarpant an dud evit an devezh diwezhat (S. Ivi-Kemper).

Tri seurt den ?

Lâret e oa bet din ez eus tri rummad a dud, dre vras hag a vloaz da vloaz. Ar re zeuet evit bale (e doare efedus) evit profitañ deus un hent divoutin. Tammoù an hent a ya dre vaezioù pe tachennadoù digoret gant ur perc’henner dereat, a-wechoù. Piv a vefe nac’het gantañ un degouezh seurt-se ?

Un eil trederenn a vefe deuet rak abegoù sevenadurel. Dizoloiñ chapelioù e-leizh, hag a zo digor d’an holl espres-kaer evit ar valeerien, ha savadurioù all ivez, a-wechoù... Kontet ’m eus teir chapel war ’n ugent (23), daouzek iliz (12), div vazilikenn, div iliz-veur er bloaz-mañ. Ha div lec’hienn all (Maner Kernaod, ha roudoù kozh e Pont-Skorf).

Hag ar peurrest (en drede trederenn) a vefe deuet evit an darvoud a Feiz. N’ouian ket a gwir pe gaou eo ? Ha kit da c’houzout petra a blij ar muiañ da Yann an « Troer-Breizh » (« Trobreizhien », e galleg flour) pe Katell an « dTroerez-Breizh » (« Trobreizhienne », e galleg flour) ? 184 kilometrad a hent a avañtur, a zizoloadenn, a eskemmoù a bep seurt ez eo evit pep-hini. Evel ur sekred kevrinus e donded ar galon.

Daou levrig.

Daou levrig zo kinniget da bep hini. An eil o tisplegañ an hent (kilometradoù, eurioù, traoù da welet, hag an holl titouroù a zo ret evit nompas bezañ kollet a-hed an devezh). Egile, al Levrig speredel (« Livret spirituel ») – a ginnig ar c’hantikoù (divyezhek eo) ha titouroù all diwar-benn an overennoù. Un overenn e galleg a vez kinniget bemdez. Unan all e brezhoneg, a-wechoù.

Hirio e vo tremenet dirak chapel Kerzevod / Kerdevot. Unan bras eo, dezhi un istor hir ha skrijus a-wechoù. Follennigoù e teir yezh (galleg, saozneg, brezhoneg) a zo war an daol e-traoñ ar chapel-mañ.

Hag ar brezhoneg?

Pa soñjan mat : ne vije ket fall lakaat un nebeudig a vrezhonek e-barzh : an anvioù-lerc’h, anvioù an devezhioù. Mod-se e vefe an aozerien a-live gant ar pezh a vez gwelet e pep-lec’h (panelloù-hent zivyezhek, hag all...). Un doare e vefe da gizidikaat an holl (ma vefent Breizhiz pe get) gant yezh ar vro, ha hi ken dister met bev c’hoazh hag o tiskouez beg he fri bep tro ma vez posubl.

Da skouer, evit ar c’humunioù lakaet war an hent er sizhunvezh-mañ :

Vannes – Sainte Anne d’Auray – Brandérion – Pont-Scorff – Mellac – Bannalec – Saint-Yvi - Quimper.

Gwened Santez-Anna WenedPrederionPont-SkorfMellagBanalegSant-IviKemper .

Memes tra evit ar savadurioù (Iliz-veur, Iliz, Chapel, ha kement zo...) meneget el levrig (istitloù).

Mod-se, tamm-ha-tamm e teu da vezañ naturel gwelout anvioù pe gerioù e yezh ar vro, adarre. Evel ma vez e kalz a vroioù zo. N’eo ket ar weladennourien a vro estren a vo displijet, sklaer eo ! Er c’hontrol : laouen int o tizoleiñ gwirvoud ur vro.

Donedigezh dre straedoù Kemper betek Iliz-veur S. Kaourintin.

Leun-chouk ar straed Kereon, hirio d’an abardaez (ar Sadorn emaomp), gant al lidambroug a 1.000 zen ha touristed war an daou-du, kalz a blijadur hag ar pellgomzoù-dre-zorn gante, o sellout ouzh ur bitrak ken dic’hortozet! Soñjit ’ta : bannieloù ha gwiskamanchoù ar vro da gentañ, ur strolladig a ganerien da heul, ar veleien war-lerc’h, hag ur sapre tropellad a valeerien oc’h en em silañ betek an dilost. Setu ur gwir arvest Breizhad !

Degemeret eo an holl, e-barzh Iliz-Veur S. Kaourintin, gant an Aotroù ’n Eskob Raymond Centène (eus Gwened), en abeg ne oa ket amañ « e vignon » an Aotroù ’n Eskob Laurent Dognin (eus Kemper).

Pep hini a c’hello derc’hel soñj eus traoù e-leizh c’hoarvezet a-hed an hent gantañ pe ganti. Un dra zo sur. Ur gouel bras eo hirio evit Kemper. Ur wech bep seizh vloaz nemetken !

184 kilometrad « hors-taxes » (priz hep kontañ an tailhoù!), evel m’en deus lâret, un tamm fent en e vouezh, Philippe Abjean, penn-rener an darvoud dispar-se abaoe ar penn-kentañ e 1994. Soñjal a ran-me en taol-korn c’hwezet gant bleiner an TGV (« Tren a-dizh bras » e brezhoneg), p’en deus bet c’hoant da saludiñ kement a valeerien, lies-liv anezhe hag unanet war un dro, o vont gant un hent-douar dister n’eo pell diouzh an hent-houarn bras.

Kenderc’hel a ra e 2027, war roudoù ar seizh sant...

Echu eo un droiad a-bezh ar bloaz-mañ. E Kemper e vo lañset a-nevez an droiad gentañ, e 2027.

Ar bloavezh a zeu e vo an hent etre Kemper ha Kastell-Paol (Penn-ar-Bed), etre an 2vet (eilvet) hag ar 7vet (seizhvet) a viz Eost 2027.

.

..........................................................................................................................................

.

O vale tro-dro da Vreizh (geriadurig)

. Troer-Breizh, troerien-Breizh, an troer-Breizh, an droerien-Breizh:

E galleg flour, Trobreizhien(s). Nom choisi par l'association « Les chemins du Tro-Breiz »

. Troerez-Breizh, troerezed-Breizh, an droerez-Breizh, an troerezed-Breizh:

E galleg flour, Trobreizhienne(s). N'ouian ket a lâret eo gant ar maouezed?

. Tro Breizh, an Dro Vreizh, pe an Dro Breizh :

Ne c’heller ket lakaat e galleg an anv-se, deuet betek ennomp a gantved da gantved ! Anvet ivez, gwechall gozh, Pirc'hirinded ouzh ar seizh sant (Malo, Brieg, Tudual, Paol, Samsun, Pater, Kaourintin), ma vez gwriziennet don gante hon bro a Vreizh.

Doare-skrivañ

. Breizh (peurunvan)

. Breiz (skolveuriek)

Ur c'hantik a-vremañ

KLT: Evit bevañ gant levenez pozioù – Ton 2 skosad

. kanet eo bet en overenn e brezhoneg e S.Ivi, d'ar 7vet a viz Eost 2026. Levrig speredel, pajenn 29.

. dont a ra eus al levrig « Kantikoù Brezoneg a-viskoaz hag a vremañ », embannadur Minihi Levenez 2002-2003 , lec'hienn

. diwar ur varzhoniezh velkonius a vro Skos eo bet skrivet ar pozioù e brezhoneg. Deuet eo da vezañ lirzhin ha leun a virvilh e Breizh, ken brav eo! Gwelout da skouer an trede poz.

.

.1.

Evit bevañ gant levenez

N’eus ket ezhomm aour na perlez,

Hag ur c’hastell a vez savet

E gern betek bro ar stered.

Dindan ar soul, en ul lochenn,

Ar paour a c’hell c’hoarzhin laouen.

Evit bevañ gant levenez,

Karit Jezuz hag ar Werc’hez !

.

.2.

Evit bevañ gant levenez

N’eus ket ezhomm aour na perlez,

Hag ho pefe holl a leve.

Leon, ha Tregor, ha Kerne.

Gant ho tanvez ne brenfot ket

Un hanter-devezh eürusted !

Evit bevañ gant levenez,

Karit Jezuz hag ar Werc’hez !

.

.3.

Evit bevañ gant levenez

N’eus ket ezhomm aour na perlez,

Kalon un den a zo c’hoantus :

P’en deus bet gwenn, e c’houlenn ruz !

Pa vez sec’hor, e c’houlenn glav...

Un dra bennak a vank atav !

Evit bevañ gant levenez,

Karit Jezuz hag ar Werc’hez !

.

.4.

Evit bevañ gant levenez

N’eus ket ezhomm aour na perlez,

Eürus, eürus eo an hini

‘Zo da Jezuz ha da Vari !

Gant Jezuz hag e Vamm santel

Mat eo bevañ, dous eo mervel !

Evit bevañ gant levenez,

Karit Jezuz hag ar Werc’hez !

.

.

Bro Wened: Aveit béwein get lewéné pozioù (stumm gwénedeg)

.

Kan-Iliz , lec'hienn Cantiques et musique sacrée de Bretagne.

Liammoù

Association/kevredigezh « Les chemins du Tro-Breiz » he lec'hienn (trobreiz.bzh)

Ul lec’hienn all, diwar-benn istor an Dro-Vreizh / site sur l’histoire du Tro-Breizh (tro.bzh).

pennadoù ABP all

.chapel Lokmaria-an-hent tost da S. Ivi, enni un diskouezadeg a-zivout al livour brudet Kim-En-Joong (betek dibenn miz Eost 2026).

Aussi sur ABP :

MAJ 2026 Eost 16 Testenn.