
Adkavit Anna Mouradova e brezhoneg dre zroidigezh ar skrivagner ukrainek Gogol, hag a oa ar rusianeg e yezh-skrivañ
Anna Mouradova zo ur Rusianez a-orin bro-Jorjia hag emañ o vevañ e bro Jorjia abaoe meur a vloavezh. Gouezet ha skrivet eo ar brezhoneg ganti. Ouzhpenn-se ez eo bet kelennerez war ar brezhoneg e skol-veur Moskou. Siwazh, hirio emañ hi o talañ ouzh diaesterioù grevus rak nac’hañ a ra stad bro-Jorjia adneveziñ he c'hartenn chom er vro. Posubl eo dezhi memes bezañ harluet da vro Rusia ma c’hellfe bezañ heskinet eno.
Nikolaï Gogol, ur skrivagner ukrainek a skrive e rusianeg
Emañ-hi o paouez lakaat e brezhoneg ar romant brudet « Ar Fri », savet gant skrivagner ukrainek Nikolaï Gogol. Rak ukrainek eo Gogol dre m’eo bet ganet e-barzh ur gêriadenn vihan etre Kiev ha Kharkiv. Skrivañ a rae e rusianeg, mes lâret en deus meur a wech e ouie an ukraineg. Dindan gwask an impalaeriezh rusian edo ar rusianeg ar yezh ofisiel nemeti. Difennet groñs e oa ar yezhoù all, evit gwir.
Ur flemmskrid a zo e bal salviñ bro-Rusia
Ur flemmskrid eo « Ar Fri », diwar ar vourc’hizien e Sant-Petersburg, ur gêr m’eo bet Gogol o vevañ enni un toullad bloavezhioù-pad. Istor « gafkaiek » un den eo. Soñjit ‘ta : un devezh bennak, hemañ-eñ o tihuniñ hep e vri ! Embannet e 1836, brudet e teu da vezañ al levr dre holl vroioù eus bet-URSS (Unvaniezh ar Republikoù Sokialat Soviedel), evel unan all eus e romantoù anvet « An Anaon ». Levezonet a-galz eo bet lennegezh rusianek gant Gogol, dreist-holl levrioù ar skrivagnerien Dostoïevski ha Boulgakov. Soñjal a rae da C’hogol , relijiel betek ar gevrinegezh, e oa e bal war hon douar salviñ spered pe onestiz bro-Rusia.
Gerioù :
« kafkaiek », a denn da Franz Kafka (skrivagner)
Pelec’h kavout levrioù e brezhoneg evit prenañ ?
. dre levrdier e kêrioù zo !
. dre ar rouedad
Kuzul ar Brezhoneg https://www.brezhoneg.org/fr/catalogues
Coop Breizh https://librairiecoopbreizh.bzh/editeur/an-alarch/
Klask.com https://www.klask.com/
Adkavit testenn gallek ar pennad-mañ, embannet d’an 10vet a viz Ebrel, dindan bluenn Philippe Argouarch, rener an ABP
Aussi sur ABP…Cette écrivaine russe a traduit Gogol en breton
Ar Fri, Le Nez, de Nicolas Gogol, traduit par Anna Mouradova, est sorti en février dernier chez l'éditeur breton An Alarc'h Embannadurioù
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !