Tokoù kornek gant ar Vikinged ? - An Istor Livet
Réalisation : Brezhoweb – 1523 vues
Diskouezet 'vez alies ar vikinged gant tokoù-houarn kornek, padal n'eus ket prouenn erbet o doa tokoù-houarn mod-se. Mes a ven emañ orin ar soñj-se ?
En abadenn "An Istor livet" e vez graet o stal da glichedoù an istor.
Un abadenn nevez e lec'h ma vez lakaet ar gaoz war klichedoù an istor!
Daoust hag-eñ o doa ar vikinged tokoù-houarn kornek ? Pounner e oa ar c'hlezeier er grennamzer ? Penaos e oa buhez ar vorlaeron ?
Diskouezet 'vez traoù 'ba 'r filmoù, seriennoù pe c'hoarioù video a-dreuz penn-da-benn peurliesañ.
Met orin ar skeudennoù faos-se 'zo da glask pelloc'h.
Nikolaz, eus ar chadenn youtube "Istoerioù Breizh", a ginnig deoc'h An Istor livet evit lakaat ar gaoz war raksoñjoù an istor.
Kregiñ a ra gant tokoù-houarn kornek ar vikinged, ur skeudenn faos anavezet-mat !
Met perak eo daet da vezañ ken brudet ?
Ar respont er video-mañ !
Istitlet e galleg hag e brezhoneg.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !