Penaos C'hoari ? - Lost Cities Duel

Réalisation : Brezhoweb – 150 vues

Rannet eo ar video e lodennoù, kinnig ar c'hoari, ar reolennoù hag erfin, ur bartiad !

Ar pal 'zo lakaat war-wel c'hoarioù aes da c'hoari 'ba 'n ti gant ho familh hag... E brezhoneg evel-just !

Florent ha Nikolaz a ginnig deoc'h ar c'hoari-taol "Lost Cities Duel", ur c'hoari a-feson evit daou c'hoarier, evit tremen prantadoù plijus e brezhoneg 'ba 'r gêr pe gant ho mignoned.

Displegadennoù aes hag efedus evit sikouriñ ac'hanoc'h kompren ar c'hoari !Displegadennoù aes hag efedus evit sikouriñ ac'hanoc'h kompren ar c'hoari ! © CC-BY-SA

Setu rann gentañ "Penaos C'hoari ?" (ha rann nemeti evit poent), un abadenn gouestlet d'ar c'hoarioù-taol da welet war Brezhoweb ! Ar pal 'zo kinnigiñ deoc'h c'hoarioù aes d'ober e brezhoneg.

N'eo ket nemet ur "pilot" ma faot deoc'h, lârit deomp penaos ho peus kavet ar rann, petra 'zo da wellaat ha dreist-holl ma plij deoc'h seurt abadennoù, pe pas !

Gortoz a reomp hoc'h alioù !

Un abadenn istitlet e galleg.