Klariz 'zo bet o teskiñ penaos sevel ur gartenn deiz-ha-bloaz Pop-Up !

Faotiñ a ra deoc'h profañ un dra divoutin evit un deiz-ha-bloaz ?

Pe c'hoant ho peus d'ober un dra er gêr gant ho pugale e-pad an dibenn-sizhun peogwir ne erru ket an nevez-amzer ?

Sed aze ur soñj dic'hortoz : Sevel ur gartenn Pop-Up !

Klariz 'zo bet o welet Julia, e skol Diwan Bro Felger evit deskiñ penaos sevel ur gartenn seurt-se.

Ur soñj a-feson evit un deiz-ha-bloaz bennak met ivez fest ar mammoù, an tadoù pe n'eus forzh piv hon eus c'hoant 'benn ar fin.

D'ho ijin bremañ !

Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg da welet amañ !