



Etre 300.000 hervez ar polis, hag 1.400.000 a dud, hervez aozerion ar "Manif Pour Tous", a oa disul e Pariz o vanifestiñ a-enep an "Eured Homo".
Etre 300.000 hervez ar polis, hag 1.400.000 a dud, hervez aozerion ar \\\"Manif Pour Tous\\\", a oa disul e Pariz o vanifestiñ a-enep an \\\"Eured Homo\\\".
Ur mor a dud a oa etre Arc\\\'h an Défense hag Arc\\\'h an Trec\\\'hlid (5 kilometrad a vanifesterion stank-ha-stank). E kreiz an abardaez e oa bet ranket digeriñ ivez Bali Foch, bali ledanañ Pariz, ha Bali Carnot.
Cheu a zo savet p\\\'eo bet gazet lod eus ar vanifesterion, en o zouez bugale ha tud dinoaz ent-anat.
E-pad an endervezh ez eus bet ur miliad bennak o chom war ar Champs Elysées, 98 a zo bet prizoniet.
Kalz a vannieloù \\\"Gwenn-ha-du\\\" a veze gwelet er renk kentañ. En o zouez hini Emglev An Tiegezhioù a vanifeste gant muzulmaned ha religionoù all a-enep al lezenn-se a zo diazezet war ar geñverelouriezh : al lezenn hervez an ideologiezh-se ne rank mui doujañ d\\\'al lezenn naturel a zo ar memes hini en holl relijionoù met ouzh ar \\\"volontez jeneral\\\" hepken. http://emglev.wordpress.com
evezhiadennoù (0)
Evezhiadenn ebet c'hoazh. Bezit ar re gentañ o reiñ ho soñj !